**Kefridi**:
Bezañ perzh an abadenn « Keleier ar Vro » savet gant kazetennerien Brudañ ha Skignañ, skignet gant Radio Bro Gwened, Radio Kreiz Breizh, Arvorig FM, Radio Kerne ha Radio Naoned. Embann an abadenn geleier, sevel ha frammañ pennadoù-kaoz. Labourat abred diouzh ar mintin hag e-kerzh an dibenn-sizhun. Stummadur diabarzh ha diavaez. Kevrad didermen.
**Den klasket**:
Brezhoneg komzet ha skrivet (live C1). Bezañ en hec'h aes/ en e aes gant an urzhiataer (meziantoù Office, Audacity, Reaper...). Skiant-prenet e bed ar radio hag ar c’hazetenniñ a zo erru mat. An deraouidi a zo erru mat ivez. Bezañ emren ha gouest da labourat a-stroll.